Tintin

Tintin hag e gi Milou

Tintin eo penn-tudenn "Troioù-kaer Tintin", skrivet ha treset gant Hergé.

Diskouezet e oa bet Tintin, hag e gi Milou, d’an 10 a viz Genver 1929 er "Petit Vingtième", stagadenn evit ar re yaouank d'ar gazetenn velgiat "Le Vingtième Siècle".

Ur c'hazetenner yaouank, o veajiñ er bed a-bezh, eo Tintin. Un ergerzhour a zo anezhañ eta. Troet eo bet e albomoù e brezhoneg Gant Divi Kervella, Martial Ménard, ha gant Olier Biguet, evit Tinitin en Amerika.

N'eo ket aes diskrivañ Tintin dre arouezennoù dibar. Evel just, speredek, korfigellet, brokus ha kalonek eo, met un dudenn iskis e chom Tintin.

E oad n'eo ket sklaer : gallout a rafe bezañ ur c'hrennard pe un den deuet. N'eus na familh, na gwreg dezhañ. E anv eo Tintin, ha netra ken : n'eus ket moaien da c'houzout hag-eñ eo un anv familh, un anv bihan pe ul lesanv. Daoust dezhañ bezañ kazetenner, ne weler ket anezhañ war e vicher nemet en albom kentañ. Simpl-tre eo e benn : un dremm ront, gant pikoù evit an daoulagad hag ar genou.

Mignon ar re wan eo Tintin, ha stourm a ra a-enep an droug. Feal-tre eo ouzh e vignoned, ha n'eo ket un den a c'hall bezañ prenet e onestiz. Tintin n'eo ket paotr ar fulor : gwelloc'h eo gantañ soñjal ha dielfennañ an traoù a-raok ober.

Barrek eo Tintin war ar sportoù, ha daoust ma'z eo fallegan, e vez gounezet pep emgann gantañ. Ouzhpenn, gouzout a ra bleniañ kirri, motoioù, stlejerezed, kirri brezel, kirri-nij, bigi, hag all ...

Emañ Tintin o chom er 26, straed al Labrador - en ur gêr a c'hellfe bezañ Brusel - hag e Kastell Kervilin goude "Tintin e bro an aour du".


Developed by StudentB